Bae Cill Ala (Killala Bay e saozneg, Cuan Chill Ala en iwerzhoneg) zo ur bae bras war aod gwalarn Iwerzhon. En em astenn a ra etre kontelezh Sligeach er reter ha kontelezh Maigh Eo er gornaoueg. E goueled ar bae en em daol ar stêr An Mhuaidh. Tennañ a ra ar bae e anv eus kêr Cill Ala a zo war an aod er mervent.